{#Bzhg} Deuit da gokzeal gant Manon Deniau, kazetennerez e « Splann ! ». Kinnig a raio al labour kaset gant « Splann ! » 1añ media enklask dizalc’h el linenn e Breizh. 👅

👉 D’an 18 a viz Even da 6 eur noz er Sew e Montroulez (29). Dieub.

#splann #breizh #brezhoneg #montroulez #pennarbed #finistere #enklask #enquete #investigation #journalisme

{Bzhg} 10 devezh a chom hepken evit prenañ hol levrigoù enklask divyezhek. 🔥

Na gollit ket amzer : tost echu eo levrigoù zo, evel ar re diwar-benn ar metanaat hag an tachennoù labour-douar. Digor eo ar prantad gwerzhañ war hol lec'hienn internet betek ar 27 a viz Ebrel : un digarez mat da lakaat un tamm brezhoneg en ho ti !

https://splann.org/br/diwar-benn/urzhian-al-levrigou/

#splann #kazetenner #enklask #breizh #pfas #safer #bzhg #brezhoneg #imerys #cooperl #santnazer #kleuziou #metan

Prenañ levrigoù-enklask

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

Plijet oc’h bet ar wech kentañ m’hon eus gwerzhet levrigoù paper dre internet, e miz Du. Neuzen hon eus divizet ober an eil koulzad gwerzhañ a bado betek disul 27 a viz Ebrel. 🤩

Enklaskoù « Splann ! » a vez moullet war baper ivez : gant levrigoù bihan ha divyezhek e c’hallit lenn c’hwec’h eus hon enklaskoù breton. Aes eo da gas anezhe e pep lec’h ha da reiñ d’ho mignoned ! 1/

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #kazetenner #gwengamp

🔴 [Keloù « Splann ! »] E-pad an hañv 2024 eo bet serret ar puñsañ dour a gustume pourvezañ kumunioù Rostrenn ha Plougernevel, e Aodoù-en-Arvor, peogwir eo bet kontammet gant PFAS. Feurioù trechalus a oa bet merzet adal 2017.

Met n’eo ket bet kelaouet tud ar vro. 1/

#splann #brezhoneg #bzhg #breizh #enklask #rostrenn #aodouenarvor #pfas #kreizbreizh #kerneuhel #plougernevel

Pa vez sakrifiet an douaroù labour-douar ha naturel evit al lojeiz, ne vez ket kavet bepred prosperite. 🏘️

« Splann ! » a diskoach ul listenn kumunioù eus Breizh a vez diboblet goude bezañ bet betoned. An dra-se vez gwellet e Kerlouan, war aod ar Mojennoù (29). 1/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #enklask #arvor

🔴 [Enklask nevez] War aodoù Breizh e vez lonket an douaroù labour-douar, ar pradeier hag ar gwernioù gant savadurioù a bep seurt.

Embann a ra « Splann ! » kartennoù nevez ha resis-kenañ o tiskouez ez eus bet 8.000 devezh arat (4.000 ha) goloet gant koltar ha betoñs en dek vloaz tremenet. Ha n’eus netra da virout ouzh ar c’heriekaat-mañ da vont war-raok en desped d’ar reolennoù melestradurel. 1/

#bzhg #brezhoneg #breizh #splann #enklask #kelaouin

{#Bzhg} Selaouit Morgan Large o komz deus pevare lodenn hom enklask war ar mengleuzioù, ha grit anaoudegezh gant Breizh Ressources. Un embregerezh a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. ⛏️

Aterset gant Radio Breizh, e tispleg Morgan penaos ‘ta eo bet kaset al labour-enklask-seda benn. Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. 1/

https://podcast.splann.org/@enklaskousplann/episodes/radio-breizh-breizh-ressources

#splann #breizh #brezhoneg #enklask

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙 El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! ». Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ? Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant « Splann ! ». Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. Emañ gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Les podcasts de « Splann ! » | Premier média dédié à l'enquête en Bretagne

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. 📻

Gant France Bleu Breizh Izel (ici Breizh Izel) eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #keleier #enklask

« Dizoloet ‘meus pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel », Faustine Sternberg 💬

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Ba mesk skipailh kazetennerien « Splann ! » vez kavet Faustine. Ar c’hoant da gelaouiñ gant un doare dizalc’h eo ar pezh en deus bountet Faustine da vont en darempred, e 2020, gant ur strollad en deus krouet « Splann ! »…

https://splann.org/br/drugarez-skipailh-bloaz-man/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #gwengamp #enklask #labourdouar #kelaouin

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ

A-drugarez d’ho harp he deus kresket skipailh « Splann ! » evit gallout lañsañ muioc’h mui a enklaskoù. Emañ kalon « Splann ! » e-touez an tregont den bennak a-youl vat, ar gazetennerien a ra an enklaskoù ha, bremañ, ar peder c’hazetennerez gopret. Setu piv int.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

{Bzhg} Ret e vo da skipailh melldroad Brest c'hoari e grogadoù Kevre ar Gampioned e Gwengamp abalamour ma n'eo ket mat a-walc'h ho stad. 💶

Ur sportva nevez a zo da vezañ savet. Met, hervez Aotrouniezh an endro, gwelloc'h e vefe adnevesaat ar stad kozh evit sevel unan nevez. 1/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #brest #gwengamp #kelaouin #enklask