Plijet oc’h bet ar wech kentañ m’hon eus gwerzhet levrigoù paper dre internet, e miz Du. Neuzen hon eus divizet ober an eil koulzad gwerzhañ a bado betek disul 27 a viz Ebrel. 🤩

Enklaskoù « Splann ! » a vez moullet war baper ivez : gant levrigoù bihan ha divyezhek e c’hallit lenn c’hwec’h eus hon enklaskoù breton. Aes eo da gas anezhe e pep lec’h ha da reiñ d’ho mignoned ! 1/

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #kazetenner #gwengamp

« Dizoloet ‘meus pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel », Faustine Sternberg 💬

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Ba mesk skipailh kazetennerien « Splann ! » vez kavet Faustine. Ar c’hoant da gelaouiñ gant un doare dizalc’h eo ar pezh en deus bountet Faustine da vont en darempred, e 2020, gant ur strollad en deus krouet « Splann ! »…

https://splann.org/br/drugarez-skipailh-bloaz-man/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #gwengamp #enklask #labourdouar #kelaouin

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ

A-drugarez d’ho harp he deus kresket skipailh « Splann ! » evit gallout lañsañ muioc’h mui a enklaskoù. Emañ kalon « Splann ! » e-touez an tregont den bennak a-youl vat, ar gazetennerien a ra an enklaskoù ha, bremañ, ar peder c’hazetennerez gopret. Setu piv int.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

« "Splann !" a sav pennadoù diwar-benn sujedoù luziet », Julie Lallouët-Geffroy 🧐

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Grit anaoudegezh gant kazetennerien ar skipailh, o kregiñ gant Julie Lallouët-Geffroy. He deus savet he doare da labourat en ur lakaat ar gaoz diwar-benn ar cheu a oa tro dro d’ar raktres aerborzh e Ker-Itron-Al-Lan...

👉 En em ginnig a ra amañ : https://splann.org/br/drugarez-skipailh-bloaz-man/

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #kelaouin #kazetennerez #enklask #labourdouar

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ

A-drugarez d’ho harp he deus kresket skipailh « Splann ! » evit gallout lañsañ muioc’h mui a enklaskoù. Emañ kalon « Splann ! » e-touez an tregont den bennak a-youl vat, ar gazetennerien a ra an enklaskoù ha, bremañ, ar peder c’hazetennerez gopret. Setu piv int.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

Gant « Splann ! » e vo diguzhet sistem an FNSEA dre beder skeudenn alc’hwez a ro taolenn sindikad brasañ labour-douar ar Frañs. Ur gartennouriezh diembann betek-henn a ziskoach o respetadoù liesseurt. 👔

Un enklask bet kaset gant « Splann ! », Lighthouse Reports, The Europeans, Front Story, Taz hag L’Espresso.

(également disponible en français)

👉 Lennit an enklask : https://splann.org/br/lobi-labour-douar-fnsea/

#breizh #bzhg #brezhoneg #fnsea #labourdouar #penarbed #enklask splann #keleier

Lobi ar sindikat labour-douar FNSEA dre ar munut

Gant « Splann ! » e vo diguzhet sistem an FNSEA dre beder skeudenn alc’hwez a ro taolenn sindikad brasañ labour-douar ar Frañs .

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

{#Bzhg} Enklasket zo bet gant Rapahël Baldos ha Julie Lallouët-Geffroy e-pad c'hwec'h miz diwar-benn ar metanaat e Breizh. Er video-mañ e tisplegont deomp penaos o deus labouret a-drugarez d'ur bern atersadennoù ha testennoù skiantel.

https://splann.org/br/enklask/metan-bach-dan-atant/

#breizh #brezhoneg #labourdouar

Metan : bec'h d'an atant

Muioc’h-muiañ a vetanerezioù ‘zo e Breizh. Erru ‘zo 186 e maezioù ar vro bremañ, ha kant ouzhpenn a vo a-benn ur bloaz.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

D’an 28 a viz Du eo marvet ur paotr yaouank war e lec’h labour. Un ti-feurm bio eus ar Roc’h Morvan (29) eo. Siwazh n’eo ket ral tamm ebet seurt istorioù e Bro Frañs, unan eus broioù Europa e-lec’h ma vez ar muiañ a dud o vervel el labour. 🔎

https://splann.org/br/didrouz-eo-chomet-marv-ur-paotr-yaouank-war-e-lech-labour-er-roch-morvan-29/

#bzhg #brezhoneg #pennarbed #breizh #tifeurm #labourdouar #labour #splann

Didrouz eo chomet marv ur paotr yaouank war e lec’h labour er Roc’h Morvan, e Penn-ar-Bed

D’an 28 a viz Du eo marvet ur paotr yaouank war e lec’h labour, an EARL Le Pépin et la plume. Un ti-feurm bio eus ar Roc’h Morvan (29) eo. Siwazh n’eo ket ral tamm ebet seurt istorioù e Bro Frañs, unan eus broioù Europa e-lec’h ma vez ar muiañ a dud o vervel el labour.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

Nevez zo, goude mizvezhioù a dabutoù, eo bet adskrivet an diell a renabl ar pezh a lak an dud da vezañ er renk kentañ evit kaout tachennoù labour-douar (Schéma directeur des exploitations agricoles, SDREA). Kaoz e oa dioutañ en hon enklask « Brezel ar parkeier » bet embannet e miz Gwengolo 2023. 🐷

https://splann.org/br/tachennou-labour-douar-setu-reolennou-nevez-ar-jeu/

#breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #fnsea #confederationpaysanne

Tachennoù labour-douar : setu reolennoù nevez ar jeu

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

Ankeniet eo pennoù bras ar C’hooperl ? En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs. 🧐

Hervez an desaverien hag an arbennigourien ez eo disoc’h ugent vloaz postadurioù arc’hant e-barzh obererezhioù pelloc’h-pellañ diouzh ar produioù labour-douar.

https://splann.org/br/enklask/cooperl-enklask-war-un-embregerezh-pemoch-ramzel/cooperl-ur-choant-kreskin-diwar-goust-an-desaverien/

#breizh #bzhg #brezhoneg #cooperl #enklask #kelaouin #labourdouar #lambal

Cooperl : ur c’hoant kreskiñ diwar goust an desaverien

En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

War ar seblant e klask renerezh ar c'hehentiñ er Safer e vefe eus ur skeudenn vrav gant an aozadur e karg merañ priz an tachennoù labour-douar e Bro-C’hall. Lagad hon wikipedian en deus diskoachet e oa bet klasket meur a wech diverkañ pep tra fall skrivet diwar he fenn eus he fajenn Wikipédia. Hag ar wech diwezhañ ne oa ket pell zo... 👀 1/

#breizh #brezhoneg #bzhg #safer #labourdouar #keleier #wikipedia

https://splann.org/br/parkeier-brezel-tro-dro-dar-safer/

Parkeier : brezel tro-dro d'ar Safer

Splann ! a ginnig deoc'h ul lodenn nevez a-benn dizoleiñ ar pezh 'zo a-dreñv eus pajennoù Wikipedia 'zo...

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne