Lizher-kelaouiñ SPLANN miz Genver :
🥊 Saint-Maloù, kroaz-hent nevez an tu-dehoù pellañ
🏥 Na douch ket ar grifoù
🚢 E Sant-Nazer ez eo Chanterioù an Atlantel un embregerezh e-barr he nerzh a zo o saotrañ didrouz
🌬️ Enklaskoù foran tost diouzhoc’h
⚓ Saint-Maloù, kroaz-hent nevez an tu-dehoù pellañ
#yezh #brezhoneg #keleier
@splann
https://dc2er.r.ah.d.sendibm5.com/mk/mr/sh/1t6AVsd2XFnIGK8cFf8Abk3FWDDAQR/OA41zVheF5w-
⚓ Saint-Maloù, kroaz-hent nevez an tu-dehoù pellañ

{#Bzhg} E lizher kelaouiñ « Splann ! » miz Eost, e vo kontet deoc'h peseurt mod oe bet nullet ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, war ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet war an draezhenn ruz e Releg-Kerhuon. 📣

« Kudennoù surañtez » a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz... Estroc'h a c'hellehe bout. 1/

#splann #breizh #brezhoneg #pennarbed #finistere #bretagne #kelaouin #keleier #journalisme #presse #brest #guingamp #gwengamp #kazeten

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. 📻

Gant France Bleu Breizh Izel (ici Breizh Izel) eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #keleier #enklask

🔴 [Enklask nevez] Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. ⛏️

Ur c’hard eus andalouzit ar bed a vez produet ha puraet e Groñvel gant an embregerezh etrevroadel. 1/

https://splann.org/br/enklask/mengleuziou-pistrius-e-breizh/

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #imerys #enklask #keleier #kreizbreizh #gronvel

Mengleuzioù pistrius e Breizh

Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. Ha war vrasaat e ya c’hoazh : nevez zo he deus bet un aotre evit digeriñ ur poull ouzhpenn, un toull bras-divent a 80 metrad donder evit gellet tennañ an andalouzit, un danvez a zalc’h ouzh temperadurioù uhel-kenañ, hag implijet evit sevel fornioù industriel, e-touez traoù all.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

Goût a reomp mat e kav gwelloc’h tud zo lenn war baper. Dreist-holl pa vez enklaskoù hir-mat ! Sed aze perak e vez moulet gant « Splann ! » levrigoù enklask. 📚

Levrigoù divyezhek brav ha aes da lenn. Un doare da souten hon media ha da gaout ul levr da amprestiñ d’ho mignoned pe da leuskel en hoc’h ostaleri muiañ karet. 1/

#splann #bzhg #brezhoneg #breizh #enklask #keleier #kazeten

{#Bzhg} Ar sizhun pasaet eo bet lakaet ar gaoz war ar yec’hed gant RadioBreizh, hag al labour a gouezh war chouk ar bomperien, da heul an diouer a dud a zo o labourat en ospitalioù. Pa vez serret an urjañsoù en un ospital bennak, mod-pe-vod, o deus ezhomm an dud gloazet pe glañv bezañ kaset d’un ospital all, pelloc’h. 🎙 1/

#brezhoneg #breizh #keleier #ospital #aodouanarvor #christiancoail #radiobreizh #gwenvaeldelanoe #labour #kazeten

Gant « Splann ! » e vo diguzhet sistem an FNSEA dre beder skeudenn alc’hwez a ro taolenn sindikad brasañ labour-douar ar Frañs. Ur gartennouriezh diembann betek-henn a ziskoach o respetadoù liesseurt. 👔

Un enklask bet kaset gant « Splann ! », Lighthouse Reports, The Europeans, Front Story, Taz hag L’Espresso.

(également disponible en français)

👉 Lennit an enklask : https://splann.org/br/lobi-labour-douar-fnsea/

#breizh #bzhg #brezhoneg #fnsea #labourdouar #penarbed #enklask splann #keleier

Lobi ar sindikat labour-douar FNSEA dre ar munut

Gant « Splann ! » e vo diguzhet sistem an FNSEA dre beder skeudenn alc’hwez a ro taolenn sindikad brasañ labour-douar ar Frañs .

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

🔴 Daoust d’ar reolennoù a dalvez hiriv an deiz e kendalc'h ar girzhier hag ar c'hleuzioù da vont war fallaat e Breizh. N’eo ket a-walc’h an arc’hant plantet e programoù da saveteiñ ar garzhaoueg. Klasket en deus « Splann ! » kompren perak dre un enklask nevez.

https://splann.org/br/enklask/kleuziou/

#bzhg #brezhoneg #kleuziou #enklask #splann #breizh #keleier

Kleuzioù ha girzhier en arvar

Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Da veur a dra e talvez ar gwez ha brousgwez a gaver er girzhier : kempouezañ an temperadur, gwareziñ an trevadoù diouzh an avel ha diouzh ar sec’hor, dizarbenn ar c’hêrioù pa vez dour-beuz en ur viret an dour er c’hondon... Kement servij degaset d’an endro, met dreist-holl d’ar boblañs a-bezh, padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al labourerien-douar nemetken.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

[Adembann] Lamet eo bet yalc'had peder c'hevredigezh brestis gant prefeti Penn-ar-Bed. E-touez anezho e kaver daou vedia a labour war al luskadoù sokial. Marteze a-walc'h eo bet tennet ar yalc'hadoù-se evit abegoù politikel liammet gant distruj An Dazont (L'Avenir), ur skoat sevenadurel. 🤔

https://splann.org/br/e-brest-eo-lamet-yalchad-ur-skinwel-kevredigezhel-gant-ar-prefed-war-zigarez-lezenn-an-dizrannouriezh/

#breizh #bzhg #brezhoneg #brest #pennarbed #keleier#splann

E Brest eo lamet yalc’had ur skinwel kevredigezhel gant ar prefed, war zigarez lezenn an dizrannouriezh

Dizoujañs ouzh kevrat an engouestl republikan - biskoazh kement all e Breizh ! Setu an abeg bet degaset gant is-prefed Brest evit bezañ tennet ur yalc’had d’ar skinwel kevredigezhel Canal Ti Zef. Evit ar media ez eo ur c’hastiz politikel e-liamm gant e berzhiadur e-tal An Dazont (l’Avenir), ur skoat sevenadurel bet diskaret dindan evezh ar polis e-doug an hañv 2023.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

{Bzhg} Nac'het eo bet yalc'hadoù ar gevredigezh video Canal Ti Zef (Brest) peogwir e vefe enep republikan hervez an isprefeti. Souezhus, direizh hag a enep demokratel eo an diviz se hervez Kristen Falc’hon zo ezel eus Canal Ti Zef. 📻

https://radiobreizh.bzh/fr/episode/60800

#bzhg #brezhoneg #breizh #brest #pennarbed #canaltizef #keleier #media #splann

Keleier ar vro d'ar gwener 26 a viz Genver 2024 - 8e30

Yalc'hadoù nac'het ar gevredigezh video Kanal Ti Zefs   A-enep Republik Bro-C’hall eo bet lakaet ar gevredigezh video eus