{Bzhg} 10 devezh a chom hepken evit prenañ hol levrigoù enklask divyezhek. 🔥

Na gollit ket amzer : tost echu eo levrigoù zo, evel ar re diwar-benn ar metanaat hag an tachennoù labour-douar. Digor eo ar prantad gwerzhañ war hol lec'hienn internet betek ar 27 a viz Ebrel : un digarez mat da lakaat un tamm brezhoneg en ho ti !

https://splann.org/br/diwar-benn/urzhian-al-levrigou/

#splann #kazetenner #enklask #breizh #pfas #safer #bzhg #brezhoneg #imerys #cooperl #santnazer #kleuziou #metan

Prenañ levrigoù-enklask

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne

Sañset e tlefe ar c’hleuzioù bezañ gwarezet. En gwirionez, n’eus ket kalz a dra a vir outo bezañ diskaret. Dister ha gwan ar c’hastizoù, pa ne vez ket an archerien evit o sammañ ar galloud, ha diefedus muzulioù an digoll. 👮‍♂️

https://splann.org/br/enklask/kleuziou/digor-an-dachenn-dan-diskar-kleuziou/

(également disponible en français)

#brezhoneg #bzhg #breizh #splann #enklask #kleuziou

🔴 Daoust d’ar reolennoù a dalvez hiriv an deiz e kendalc'h ar girzhier hag ar c'hleuzioù da vont war fallaat e Breizh. N’eo ket a-walc’h an arc’hant plantet e programoù da saveteiñ ar garzhaoueg. Klasket en deus « Splann ! » kompren perak dre un enklask nevez.

https://splann.org/br/enklask/kleuziou/

#bzhg #brezhoneg #kleuziou #enklask #splann #breizh #keleier

Kleuzioù ha girzhier en arvar

Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Da veur a dra e talvez ar gwez ha brousgwez a gaver er girzhier : kempouezañ an temperadur, gwareziñ an trevadoù diouzh an avel ha diouzh ar sec’hor, dizarbenn ar c’hêrioù pa vez dour-beuz en ur viret an dour er c’hondon... Kement servij degaset d’an endro, met dreist-holl d’ar boblañs a-bezh, padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al labourerien-douar nemetken.

Splann ! | ONG d'enquêtes journalistiques en Bretagne