Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27
Petra zo c’hoarvezet e miz C’hwevrer ? El lizher-kelaouiñ « Splann ! », a c'heller klevet war Radio Boa, e vo kontet deoc’h emañ Treveneg o vont da vezañ kêriekaet ha beuzet.

Ha deus tu Sant-Maloù, emañ ar raktres ospital nevez en arvar.
Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ; Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù. Dastumet evidoc’h 91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e 2024 ; Taget e vez kevredigezhioù difenn an natur get an RN ; Fotovoltaek: kartennoù drol ; « Splann ! » a genlabour get ar media Bonpote bremañ Minotennoù bor ar mor: digorit an hent ! Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket implijout wikipedia evit he c’hehentiñ. Reizhet eo bet an traoù get meur a zen a volonte-vat evit reoliiñ an afer. Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.

Les podcasts de « Splann ! » | Premier média dédié à l'enquête en Bretagne