[Adembann] Lamet eo bet yalc'had peder c'hevredigezh brestis gant prefeti Penn-ar-Bed. E-touez anezho e kaver daou vedia a labour war al luskadoù sokial. Marteze a-walc'h eo bet tennet ar yalc'hadoù-se evit abegoù politikel liammet gant distruj An Dazont (L'Avenir), ur skoat sevenadurel. 🤔
#breizh #bzhg #brezhoneg #brest #pennarbed #keleier#splann
E Brest eo lamet yalc’had ur skinwel kevredigezhel gant ar prefed, war zigarez lezenn an dizrannouriezh
Dizoujañs ouzh kevrat an engouestl republikan - biskoazh kement all e Breizh ! Setu an abeg bet degaset gant is-prefed Brest evit bezañ tennet ur yalc’had d’ar skinwel kevredigezhel Canal Ti Zef. Evit ar media ez eo ur c’hastiz politikel e-liamm gant e berzhiadur e-tal An Dazont (l’Avenir), ur skoat sevenadurel bet diskaret dindan evezh ar polis e-doug an hañv 2023.