{#Bzhg} E lizher kelaouiñ « Splann ! » miz Eost, e vo kontet deoc'h peseurt mod oe bet nullet ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, war ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet war an draezhenn ruz e Releg-Kerhuon. 📣

« Kudennoù surañtez » a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz... Estroc'h a c'hellehe bout. 1/

#splann #breizh #brezhoneg #pennarbed #finistere #bretagne #kelaouin #keleier #journalisme #presse #brest #guingamp #gwengamp #kazeten

Goût a reomp mat e kav gwelloc’h tud zo lenn war baper. Dreist-holl pa vez enklaskoù hir-mat ! Sed aze perak e vez moulet gant « Splann ! » levrigoù enklask. 📚

Levrigoù divyezhek brav ha aes da lenn. Un doare da souten hon media ha da gaout ul levr da amprestiñ d’ho mignoned pe da leuskel en hoc’h ostaleri muiañ karet. 1/

#splann #bzhg #brezhoneg #breizh #enklask #keleier #kazeten

{#Bzhg} Ar sizhun pasaet eo bet lakaet ar gaoz war ar yec’hed gant RadioBreizh, hag al labour a gouezh war chouk ar bomperien, da heul an diouer a dud a zo o labourat en ospitalioù. Pa vez serret an urjañsoù en un ospital bennak, mod-pe-vod, o deus ezhomm an dud gloazet pe glañv bezañ kaset d’un ospital all, pelloc’h. 🎙 1/

#brezhoneg #breizh #keleier #ospital #aodouanarvor #christiancoail #radiobreizh #gwenvaeldelanoe #labour #kazeten